Songtexte.com Drucklogo

Son faro Songtext
von Dom DufF

Son faro Songtext

An dour a red ′lec'h ma kav plas,
An heol a bar war gorfoù noazh,
An tan a lip keuneud en oaled,
Ma kanan daoust hag e vin klevet?

Ker buan ha ken dillo,
A-bouez penn ni a gano
Laro pep hini pezh a garo
Non de distag, ur son faro.


Strakomp gerioù, n′eo ket diaez
Gerioù Breizh kavet aliez
Gant ur Z pe e vreur H
Pe gant CH ha C skrab H.

Kanet 'm eus gant nerzh a-viskoazh
Dindan al loar, gerioù e-noazh
Kanomp anezho, tro kein ur c'hleuz,
War un ton fromus pe ur bern reuz.

Kemer ur c′herienn, an hini a gari
Peg ur penn pe ul lostig outi
′Vel un anduilhenn toul ar siminal
Us ar c'hef dero e kano raktal.


Kanan a rin ur yezh a garan,
Tra ma chomo un tamm alan,
Alan enon da ganan dillo
Ha nerzh da embann sonioù farv!

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Quiz
Whitney Houston sang „I Will Always Love ...“?

Fans

»Son faro« gefällt bisher niemandem.