Songtexte.com Drucklogo

Mouar Songtext
von Krismenn

Mouar Songtext

Ur bannac′h heol diskennet e-barzh ma gwerenn
A doull an hent da vont war da lerc'h
Lambig mouar, deus pelec′h e teuez?
Ha deus pelec'h e teu da nerzh?
Dont a rez deus an tan
Dont a rez deus an drez
Ken kreñv eo da gan
Ken dous eo da vouezh
Mouar, taol ac'hanon
A voger da voger
Ken na vimp kousket
War an douar adarre
Leuskomp peurrest ar bed-mañ da dreiñ
Livomp an noz e gwenn ken-ha-ken
Ankoueomp hom anvioù hag hom (p)foanioù
Ha bevomp ar pezh meump da vevañ
Tostik pe pellik
Hervez ar mare
EVel ma fell dit
Met lârout a ran dit adarre
Mouar, taol ac′hanon a voger da voger
Ken na vimp hom daou
Kousket war an douar

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Krismenn

Fans

»Mouar« gefällt bisher niemandem.