Songtexte.com Drucklogo

Lapoused torret Songtext
von Krismenn

Lapoused torret Songtext

Chom a raio kelien
Lapoused torret ha laerien
Ur vatailhon verien o varailhat
Aet skuizh gant ar veleien
Debrerien tud war hentoù mut
O skoachañ an eil deus egile
Klaskerien vara debrailhet
O tibuniñ marvailhoù
Chom a raio
Amprevaned
C′hwiled o tebriñ gwenneien
Ne vo ket gwezenn ebet ken
Ne Chomo ken nemet mein hag iliav
Treiñ a raio ma zreid treitour
War-zu ar rinieroù seizet
Tremen a rin dreist dezhe
War un orjalenn gammigellet
Me ac'h aio beket ar c′hoad gwadigellet
Da welet ma choma un dra bennaket da welet
Eno e kavin ur vran o vrañsigellat


Klask a raimp derc'hen soñj, derc'hen krog e-barzh
Derc′hen da vont
Chom a raio
Koumoul biskoulet
Toullet ha didoullet
Koulmed skoulmet
Gant ur skoulad skouled
Un heureuchin houarnet
O hurusañ e-barzh ur bed dic′houloù
Ur c'heflusker dirod
Oc′h en om veuziñ e-barzh ur pod
Chom a raio
An derzhienn
A lako ac'hanomp da zerc′hen
Daoust d'ar soñjoù peilhet hag eilpennet
Daoust da dout ar pezh a zo bet difennet
Chom a raio
Ur bagad dridi dindan ma bizied o lenn braille da groc′hen
Lorc'h a vo enne o nijal adarre
Hejet ha dihejet
E vimp plijet gant ar voemijenn
Daoust d'an deñvalijenn
Ne bozimp ket hom malizenn
Klask a raimp derc′hen soñj, derc′hen krog e-barzh
Derc'hen da vont

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Krismenn

Quiz
Cro nimmt es meistens ...?

Fans

»Lapoused torret« gefällt bisher niemandem.